Lañset eo ar c’hentelioù douaroniezh:
Bugale kentañ derez Skol Diwan Baod a c’hell komz get Alan bep meurzh vintin.
Sevel a raont o goulennoù . Sellet a raont a-dost àr al lec’hienn e- men emañ degouezhet resis ar vag.
PAL :
− en em-lec’hiiñ en ec’honder, en amzer
− an doareioù beviñ amañ hag el lec’hioù arall
Heuliiñ a raont an hent graet get ar vag (sellet a raont doc’h ur gartenn, ar voulenn-zouar,...)
Sellet a raont a-dost doc’h an amzer ( an avelioù, kartenn ar amzer àr verr dermen, àr hir dermen,...)
Gellet a raint keñveriiñ doareioù beviñ amañ ( o re ) get re bugale a vev pelloc’h ( emzivaded ) e broioù e-leizh paouroc’h.
PELLGOMZADENN GET ALAN d’an 13/03/2012
YUNA ( kl 4 : CM1 ): Pellgomzet ho peus da lan a dud ?
ALAN : Un tammig mes da lan a dud hon eus da bellgomz c’hoazh.
EWEN ( kl 2 : CE1 ) : Penaos emañ an amzer ?
ALAN : Brav eo an amzer get un tammig avel.
TILIO ( kl 3 : CE2 ) : Mat e oa an noz kentañ àr ar vag ?
ALAN : Mat e oa mes avel vras zo bet e-pad an noz.
LOEIZ ( kl 3 : CE2) : Penaos eo an avel ?
ALAN : ’ Deus ket kalz...Brav eo an amzer.
KEWANN ( kl 3 : CE2 ) : Pegement a dud a zo er vag ?
ALAN : Pevar den a zo er vag.
PELLGOMZADENN GET ALAN D’AN 22/03/2012
YUNA ( CM1 ) : Petra rit pa ne labourit ket ?
ALAN : Ni a gousk.
MAËLENN ( CE2 ) : Get piv ous daet war ar vag ?
ALAN : Get Dany, Nicolas, Yann ha Alan.
DIVI ( CM1 ) : Petra eo an ehan diwezhañ ho peus graet ?
ALAN : War an enezennoù Kanaria.
LOEIZ ( CE2 ) : Pet mil ho peus graet ?
ALAN : 1300 mil.
TILIO ( CE2 ) : Pet gouel ho peus lakaet ?
ALAN : Rac’h ar gouelioù hon eus lakaet.
( notenn : ar fok, ar gouel a-raok, ar gouel bras, ar flech, ar gouel a-dreñv )
MORGAN ( CE1 ) : Pet metrad a ra ar vag ?
ALAN : Pemp metrad warn-ugent.
PELLGOMZADENN GET ALAN D’AR 27/03/2012
YUNA ( CM1) : Penaos emañ anvet ar pempvet martolod ?
ALAN : Emañ anvet Alan.
ELOUAN ( CM1) : Peseurt loened-mor ho peus gwelet ?
ALAN : Dubeed-beajour.
TILIO ( CE2) : E-men oc’h arruet ?
ALAN : Etre Inizi Kanaria hag ar Gwadaloup.
EWEN ( CE1) : Penaos eo ar mor ?
ALAN : Ar mor zo sioul.
TUJANE ( CE1) : Petra ho peus debret ?
ALAN : Dec’h da greisteiz hon eus debret youd avaloù-douar get silzig. Dec’h da noz hon eus debret fav glas get tomat.
PELLGOMZADENN GET ALAN D’AN 03 / 04 / 2012
TILIO ( CE2 ) : Mat e oa an noz àr ar vag ?
ALAN : Ya, mat e oa mes an noz a oa du, du-tre.
MAELENN ( CE2) : E-men oc’h arruet ?
ALAN : Atav er mor Atlantel.
ELOUAN ( CM1 ) : Petra ho peus debret dec’h ?
ALAN : Ur pesk bras.
LOEIZ ( CE2) : Pet derez a ra ?
ALAN : 25 derez.
YUNA ( CM1) : Pet mil ho peus graet a-c’houde ar penn kentañ ?
ALAN : Daou vil seizh kant mil.
MATEIS ( CE2) : Penaos eo ar veaj ?
ALAN : Ar mor zo bras mes ar gouelioù, n’int ket bras a-walc’h avit lakaat ar vag da vonet fonnabl !
ESKEMMOÙ GET ALAN D’AR 26 / 04 / 2012
TILIO : Penaos eo àr ar vag ?
ALAN : Avel vras zo ha lan a zour àr ar vag.
DIVI : Penaos e ya kuit an dour a zo aet àr ar vag ?
ALAN : An dour a ya kuit dre an toulloù doc’h kostezioù ar vag.
MAELENN : E-men oc’h arruet ?
ALAN : Er Gwadeloup.
MATEIS : Penaos eo ar Gwadeloup ?
ALAN : Bourrus eo.
YUNA : Petra ho peus graet er Gwadeloup ?
ALAN : Lakaet hon eus ar vag mat en-dro ha kempennet hon eus ar pezh a oa bet torret.
EWEN : Pegoulz eh it d’arru e Haiti ?
ALAN : Dilun da vintin.
GOULENNOÙ DA ALAN D’AN 11 / 05 / 2012
DIVI ( CM1) : Àr beseurt enezenn ag Haiti eh it ?
ALAN : Enezenn ar vuoc’h
-MAENA ( CE1 ) : Peseurt loened ho peus gwelet ?
ALAN : Pesked ha roñsed bihan
YUNA ( CM1) : Pegoulz eh it d’arru e Breizh en-dro ?
ALAN : E miz Mezheven
TILIO ( CE2 ) : Pet eur eo e Haiti ?
ALAN : 6 eur da vintin eo . ( 11 eur da vintin e Breizh )
MATEIS ( CE2) : Pet bugel a zo e ti an emzivaded ?
ALAN : 80 bugel a zo. Lan a vugale a zo klañv ha n’eus ket medisinour neuze eh eus re a varv !
LOEIZ ( CE2 ) : Brav eo Haiti ?
ALAN : Ya, brav eo Haiti ! Bout zo gwez-koko hag an dour zo brav !
ELOUAN ( CM1 ) : Penaos eo ar vugale du-hont ?
ALAN : Ne zebront ket kalz. Bout zo familhoù get c’hwec ’h pe dek bugel !
GOULENNOÙ DA ALAN 24 / 05 / 2012
TILIO : Petra a rit ?
ALAN : Me a sell mar deus trawalc’h a voued evit rac’h an dud.
LOEIZ : Penaos emañ Kuba ?
ALAN : Brav eo mes an dud n’o deus ket kalz a argant. Debriñ a raont ur wezh bemdez.
DIVI : E-men e vev ar re n’o deus ket mui ti ebet ?
ALAN : Gober a raont un ti e koad.
MATEIS : Ha brav eo enezenn Kuba ?
ALAN : Ya, brav eo enezenn Kuba.
GOULENNOÙ DA ALAN D’AN 28 / 06 / 2012
YUNA : Disul, da bet eur eh it da arru ?
ALAN : Da nav eur eh imp d’arru e Groe.
DIVI : Pet mil ho peus graet betek bremañ ?
ALAN : Nav mil mil hon eus graet.
MAELENN : Pet derez a zo du-hont ?
ALAN : 20 derez
KEWANN : Piv a zo àr ar vag ?
ALAN : 3 den a zo àr ar vag.
LOEIZ : Pet metrad a ra ar gwagennoù ?
ALAN : 2 pe 3 metrad.
MATEIS : Bourrus e oa ar veaj ?
ALAN : Ya , bourrus e oa. Ar mor a oa tout glas.