Bro Warok : Ur vag kozh davet Haiti


PELLGARGIÑ AN TEULIAD

Prientiñ ur vag get ur pal dengar evit gellet kas dafar dre vor.Setu raktres ar gevredigezh « MORAERION AR BED ».

Nen deus ket ag an dra-mañ daoust d’ar goulenn graet dizehan evit ma vehe gwarezet ar bagoù dengar a gas dafar hag a arru ral-a-wezh get an degemerion...wirion........

Sikouret hor boa dija ambroug ur lestrad betek KOTONOU er BENIN evit kumuniezh EMMAÜS a Roazhon.

Doberioù arall e-leizh a zo, dreist-holl e Haiti e-lec’h ma kaver ti an emzivaded, get mankoù liesseurt, dalc’het get ur Seurez a vev ār Enez ar Vuoc’h e Mervent Haiti.

Ar gevredigezh « MORAERION AR BED » a ginnig ambroug ur vag dre vor du-se adal miz meurzh evit respont d’an doberioù eztaolet get an emzivaded-mañ.

Mar a-skol a Vreizh a heuliay ar veaj-mañ a vo filmet hag a roay tro d’ar vugale gouiet petra a dalv treuziñ ar mor Atlantel é tremen e-tal Bro Bortugal, Enez Madeira, Inizi Kanari, Porzh-Loeiz er Gwadeloup ha kompren monet en-dro an aveloù-kenwerzh a aotre bageal èl-se.

An titouroù-mañ a vo tu sellet doc’hte àr ar lec’hienn:

« marinsdumonde.net »

Hiriv an deiz emañ ar gevredigezh é klask kevelerion evit klokaat budjed ar veaj-mañ a c’houlenn 4 martolod àr vourzh ar vag.

Alan Malarde

Autres articles




SPIP | Kevreañ | Steuñv al lec’hienn | Heuliañ buhez al lec’hienn RSS 2.0